Degemeret eo bet an disklêriadur a riegezh gant Parlamant Katalonia

  • Traducció en bretó

VilaWeb
Traducció de Goulven Morvan
28.01.2013 - 19:10

La premsa lliure no la paga el govern, la paguen els lectors


Fes-te de VilaWeb, fem-nos lliures

Raklavar

Pobl Katalonia, a-hed hec’h istor, he deus diskouezet ez demokratel he youl d’en em ren, gant ar pal da wellaat an araokaat, an hevoud ha kevatalder ar chañsoù evit hec’h holl geodedourien, hag a-benn kreñvaat he sevenadur dezhi hec’h-unan hag hec’h identelezh a-stroll.

Diazezet eo youl emouarnerezh Katalonia war gwirioù istorel pobl Katalonia ivez, ha reoù hec’h ensavadurioù kantvedel hag hengoun ar gwir e Katalonia. Parlamantelezh Katalonia a bad abaoe ar grennamzer, gant bodadegoù Pau i Treva (Trevez Doue) hag al Lez Kontel.

Krouet e voe an Diputació del General (gouarnamant Katalonia), pe Generalitat, er 14vet kantved, ha tamm-ha-tamm e c’hounezas un emrenerezh brasoc’h evit gwerediñ, er 16vet hag er 17vet kantved, en anv gouarnamant Priñselezh Katalonia. Drouklamm Barselona e 1714, da heul ar Brezel Hêrezh, a zegasas torridigezh gwir foran Katalonia hag hini hec’h ensavadurioù gouarnamant gant Fulub V a Vro-Spagn, gant dekred Nova Planta.

Rannet eo bet an hentad istorel-mañ gant rannvroioù all, ar pezh en deus krouet e-mod-se un egorenn voutin a-fet yezh, sevenadur, kevredigezh hag armerzh, gant ar pal da greñvaat ha da gas an tiriad-mañ war-raok dre ur c’henanzavadur.

A-hed an 20vet kantved eo bet c’hoant emrenerezh Katalanadezed ha Katalaniz ur youl ingal. Krouidigezh Mankumuniezh Katalonia e 1914 a verkas ur bazenn gentañ en argerzh adsevel an emouarnerezh, a voe torret gant diktatouriezh Primo de Rivera. Pa voe bannet Eil Republik Spagn, e 1931, e voe savet ur gouarnamant katalanat dindan anv ar Generalitat de Catalunya, hag en em roas ur statud a Emrenerezh.

Torret e voe ar Generalitat e 1939 adarre gant ar Jeneral Franco, a ziazezas ur renad diktatour betek 1975. Talañ a rankas ober an diktatouriezh ouzh un eneberezh a-berzh pobl ha gouarnamant Katalonia. Unan eus tennadoù a-bouez eus ar stourm evit an dieubidigezh a voe krouidigezh Bodadenn Katalonia e 1971, a-raok adsav ar Generalitat, da c’hortoz, gant distro he frezidant harluet e 1977. E-pad an tremenadur demokratel, hag e-barzh kenarroud ur reizhiad emrenour nevez termenet gant Bonreizh Spagn e 1978, e tegemeras pobl Katalonia ar Statud a Emrenerezh Katalonia e 1979 dre referendom, hag e lidas kentañ dilennadegoù Parlamant Katalonia e 1980.

Er bloavezhioù-mañ diwezhañ, war hent ar stabiladur demokratel, eo bet lakaet diarbennoù e pleustr gant muianiver nerzhioù politikel ha sokial Katalonia evit lakaat kemm er framm politikel ha gwirel, an hini nevesañ en o zouez o vezañ an argerzh adreizhañ Statud Emrenerezh Katalonia, lañset gant ar Parlamant e 2005. An diaesterioù ha nac’hadennoù bet a-berzh ensavadurioù ar Stad spagnat, en o zouez setañs 31/2010 al Lez-Vonreizhel peurgetket, oc’h emplegañ nac’hadenn c’hroñs emdroadur demokratel youl-stroll pobl Katalonia e-kreiz ar Stad spagnat, a grou diazezoù un argil eus an emouarnerezh hag a vez gwelet splann hirie war an tachennoù politikel, gwirel, arc’hantel, sokial, sevenadurel ha yezhel.

Eztaolet he deus Pobl Katalonia e meur a zoare he youl da vont dreist ar stankadenn emañ enni bremañ e-kreiz ar Stad spagnat. Manifestadegoù meur an 10 a viz gouere 2010 dindan al lugan « Ur vroad omp-ni, deomp-ni an diviz », hag hini an 11 a viz gwengolo 2012 dindan al lugan « Katalonia, ur Stad nevez en Europa », a ziskouez an nac’h enebet gant ar geodedourien ouzh dismegañsoù ar Stad spagnat dirak he divizadoù.

D’ar 27 a viz gwengolo 2012, dre ar mennad 742/IX, stadañ a ra Parlamant Katalonia an ezhomm e c’hellfe pobl Katalonia divizout a-youl-gaer hag ez demokratel eus he dazont, dre ur referendom. Kadarnaet eo bet ar youl-se en un doare sklaer ha splann gant disoc’hoù dilennadegoù diwezhañ Parlamant Katalonia ar 25 a viz du 2012.

Da gas an argerzh-se da benn, Parlamant Katalonia, bodet evit dalc’h kentañ an 10vet prantad-lezenniñ, a-du gant youl keodedourien Katalonia, bet eztaolet ez demokratel e-kerzh an dilennadegoù diwezhañ, a sav an disklêriadur da-heul eus riegezh ha gwir d’an emdidermenañ pobl Katalonia:

Disklêriadur eus riegezh ha gwir d’an emdidermenañ pobl Katalonia

Hervez youl ar muianiver bet eztaolet ez demokratel gant pobl Katalonia, e sav Parlamant Katalonia a-du evit reiñ lañs d’an argerzh evit kas da benn implij gwirion an droed d’an emdidermenañ, a-benn ma c’hello keodedourezed ha keodedourien a Gatalonia divizout o dazont politikel-stroll, a-du gant ar pennaennoù da-heul :

-Riegezh. Pobl Katalonia he deus, evit abegoù a reizhveli demokratel, perzh a sujed politikel ha gwirel riek.

-Reizhveli demokratel. An argerzh a implij gwirion eus an droed d’an emdidermenañ a vo demokratel ent strizh, gwarantiñ a raio dreist pep tra al liested a zibaboù hag an doujañs outo, dre ar rendaeloù hag ar c’hendiviz e-kreiz kevredigezh Katalonia, gant ar pal ma vo an disoc’hoù anezho eztaol ar muianiver a-fet youl ar bobl hag a zo gwarant diazez ar gwir d’an emdidermenañ.

-Boullded. An holl vinvioù ret a vo roet evit ma vo an holl ditouroù hag anaoudegezhioù retañ gant hollad ar boblañs ha gant kevredigezh keodedel Katalonia a-benn implijout ar gwir d’an emdidermenañ, ha broudet e vo ar c’hemer perzh en argerzh.

-Kendiviz. Kendivizoù ha kevraouegoù a vo dalc’het gant Stad Spagn, ensavadurioù Europa hag hollad ar gumuniezh etrebroadel.

-Kenstag sokial. Kenstag sokial ha tiriadel ar vro a vo gwarantet, kement hag ar youl, bet eztaolet meur a wech gant kevredigezh Katalonia, ma vo dalc’het Katalonia evel ur bobl nemeti.

-Europaelezh. Pennaennoù diazez Unaniezh Europa a vo difennet ha brudet, ha, dreist ar re all, gwirioù diazez ar geodedourien, an demokratelezh, an engouestl evit gwarantiñ ur stad-providañs, ar c’hengred etre pobloù Europa hag an engouestl evit an diorren armerzhel, sokial ha sevenadurel.

-Lezennegezh. Kement framm gwirel a zo anezhañ a vo implijet a-benn lakaat e pleustr kreñvadur an demokratelezh hag implij ar gwir d’an emdidermenañ.

-Roll pennañ ar parlamant. Ar parlamant, evel ensavadur o leuriadañ pobl Katalonia, en deus ur roll hollbouezus en argerzh-se, ha diwar se e tleo dibab ha termeniñ ar gwikefreoù hag an nerzhioù labour ret da warantiñ ar bennaenn-se.

-Perzhiadur. Parlamant Katalonia ha Gouarnamant ar Generalitat a zleo lakaat ar bedig lec’hel da gemer ur perzh oberiant en argerzh-se, hag ar muiañ ar gwellañ a nerzhioù politikel, oberourien armerzhel ha sokial, ensavadurioù sevenadurel ha keodedel eus hor bro, ha termeniñ ar gwikefreoù ret da warantiñ ar bennaenn-se.

Parlamant Katalonia a vroud hollad ar geodedourien da gemer ur perzh oberiant en argerzh demokratel-se a implij eus gwir d’emdidermenañ pobl Katalonia.

Palez ar Parlamant, d’an 23 a viz genver 2013

Recomanem

La premsa lliure no la paga el govern. La paguem els lectors.

Fes-te de VilaWeb, fem-nos lliures.

Fer-me'n subscriptor
des de 75€ l'any